Distrig Jeruzalem

Distrig Jeruzalem
Distrigoù Israel
Anv er yezh a orinמחוז ירושלים Kemmañ
StadIsrael Kemmañ
Kêr-bennJeruzalem Kemmañ
E tiriadIsrael Kemmañ
Daveennoù douaroniel31°45′14″N 35°2′13″E Kemmañ
A zo stok ouzhJudea and Samaria Area, Distrig Kreiz Kemmañ
Map
Lec'hiadur distrig Jeruzalem en Israel

Distrig Jeruzalem (hebraeg : מחוז ירושלים; arabeg : منطقة القدس) a zo unan eus ar c'hwech distrig a zo en Israel. Jeruzalem eo ar gêrbenn, ha 652km² eo gorread an distrig. 910 300 annezad a zo en distrig, en o zouez 67.8% a yuzevien ha 30.6% a arabed. Ur bemvedenn eus an arabed (21%) a zo o chom en Israel a zo o chom e distrig Jeruzalem, ennañ Jeruzalem ar c'hornôg ha Jeruzalem ar reter[1].

Lodenn vrasañ arabed distrig Jeruzalem a zo Palestiniz a c'hallfe goulenn bezañ degemeret evel keodedourien Israel. Un dibab a-stroll eo e chomfent hep he ober. Al lodenn all anezho ar zo arabed israelat hag a zo o chom en Abu Ghosh, Beit Safafa ha Jeruzalem ar Reter, ma kaver arabed israelat abaoe dibenn ar bloavezhioù 1970[2] E-touez an annezidi nann yuzev ez eus 28.3% a vuzulmiz, 1.8% a gristenien hag 1.4% dirumm a-fet relijion[3].

  1. The Future of the Global Muslim Population
  2. https://web.archive.org/web/20110610053809/http://www.cbs.gov.il/shnaton60/st02_08.pdf, Localities and Population, by Population Group, District, Sub-District and Natural Region, Statistical Abstract of Israel, Israel Central Bureau of Statistics, 2009
  3. https://web.archive.org/web/20131025071217/http://www1.cbs.gov.il/shnaton57/st02_07x.pdf, Localities and Population, by District, Sub-District, Religion and Population Group, Statistical Abstract of Israel, Israel Central Bureau of Statistics

Developed by StudentB